Ur satrap a oa gouarnour ur broviñs da vare Impalaeriezh an Ac'haemenided ha hini o warlerc'hidi, evel an impalaeriezh sasanat hag an impalaeriezhioù hellenistek. Evel ur roue e rene en e broviñs


Etimologiezh

kemmañ

Ar ger "satrap" en deus gwrizioù en avesteg hag a zo damheñvel ouzh ar ger Sañskriteg Kṣatriya क्षत्रिय. Dont a ra ar perseg kozh xšaθrapāvan ("Gwarezer eus ar broviñs"), eus xšaθra ("rouantelezh" pe "proviñs") ha pāvan ("gwarezer"). En henc'hresianeg, e oa skrivet σατράπης, satrápēs, hag e oa romanekaet dindan ar stumm satrapes. E perseg a-vremañ e vefe deuet ar ger-se da vezañ شهربان (shahrbān). "Sharbān", e perseg a-vremañ, a dalvez "gward kêr"; (شهر "shahr", a dalvez "kêr", بان "bān" a dalvez "gward").