Ar Sauropoda zo un danurzhiad dinosaored pevarzroadek geotdebrer eus isurzhad ar Sauropodomorpha. Bevañ a rejont etre ar Juraseg kreiz hag ar C'hretase uhel ha kemer lec'h ar Prosauropoda war ar blanedenn a-bezh. E-touez ar Sauropoda emañ an dinosaored hirañ ha brasañ (Brachiosaurus, Diplodokus, sauroposeidon), ha dre se al loened brasañ a oa biskoazh war-c'horre an Douar. Setu amañ un darn eus kerentiadoù an danurzhiad :

Relegenn Brachiosaurus brancai, ar Sauropoda brasañ anavet diwar karrekaennoù peuzklok.

An henzenoniour stadunanat Othniel Charles Marsh an hini eo a savas, e 1878, an anv Sauropoda, diwar an henc'hresianeg « troad glazard »[1].

Ral eo kavout karrekaennoù klok eus Sauropoda. Kalz spesadoù, ar re vras peurgetket, n'int anavezet nemet diwar eskern en o-unan ha divellet. Kalz karrekaennoù peuzklok n'o deus penn ebet, pe lost pe pav ebet.

Notennoù

kemmañ
  1. Marsh, O.C. (1878). "Principal characters of American Jurassic dinosaurs. Part I". American Journal of Science and Arts 16: 411-416

Mammennoù

kemmañ