Schwimmwagen
Ar Volkswagen Schwimmwagen pe VW 166 Schwimmwagen a oa un oto sevenet gant an ijinour Porsche. Un oto dour ha douar e oa savet adal diaz ar Volkswagen Käfer.
Arabat ez eo kemmekañ ar Schwimmwagen gant ar Volkswagen Kübelwagen.
Istor ar Schwimmwagen
kemmañAr Schwimmwagen a zo bet produet 14 625 anezho e-kerzh an Eil Brezel-bed. Implijet ez eus bet darn anezho war Talbenn ar Reter, ul lodennig gant an Afrika Korps en Afrika an norzh ha nebeut-tre en Yougoslavia.
Tro-dro d'ar Schwimmwagen
kemmañ- Savet ez eo bet dreist-holl ar Schwimmwagen gant prizonidi-brezel dre ma vanke paotred en Alamagn bet kaset da soudard. Tammoù an oto a oa skoulmet kenetrezo dre soudadur evit ma c'hellfe mont etrezek an dour hep mont d'ar strad. Lod a oa bet soudet fall aratoz gant ar brizonidi evit ma vefent diefedus ur wech erruet war an tachenn emgann.
- An tu a zo d'e sturiañ er c'hoari Gran Turismo 6.