Seán Mac Diarmada

(Adkaset eus Seàn Mac Diarmada)

Seán Mac Diarmada (ganet evel John McDermott hag anavezet ivez e saozneg evel Seán Mac Dermott) a oa ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1883 e kontelezh Leitrim ha tremenet d'an 12 a viz Mae 1916. Kemer a reas perzh en aozadur Emsavadeg Pask hag en darvoudoù da-heul. Kondaonet e voe d'ar marv goude-se.

Seán Mac Diarmada

Ganet eo bet d'an 28 a viz C’hwevrer 1883 e kontelezh Leitrim, e lec’h ma'z eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908 ez eas da Zulenn el lec’h ma'z eas e darempred gant strolladoù stourm enep-saoz (ar Sinn Féin, an Irish Republican Brotherhood ha Conradh na Gaeilge). Dont a reas da vezañ ezel eus kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.

E 1910 e teuas da vezañ pennskrivagner ar gazetenn « Irish Freedom », ur gazetenn krouet gantañ, Blumer Hobson ha Denis MacCullough. Dilennet e voe e-giz unan eus pennoù an IRB. Evel se e kejas gant Thomas Clarke, dont a rejont da vezañ tost-kenañ an eil d'egile. Un tammig diwezhatoc’h e voe paket gant ar poliomielit, ha ret vo dezhañ bale gant ur vazh.

Plakenn en enor da Seán Mac Diarmada ouzh moger ur savadur ma oa bet o labourat

E 1913, Mac Diarmada a labouras da genstagañ kevredigezh an Irish Volunteers ouzh an IRB. E 1915 e voe harzet gant ar Saozon abalamour d’ur brezegenn en doa graet a-enep ar Rouantelezh-Unanet. Dieubet e voe e miz Gwengolo ha kemer a reas perzh e-barzh aozadur emsav 1916.

E-pad Emsavadeg Pask, abalamour ma oa ampechet, e chomas Mac Diarmada dreist-holl e-barzh an Ti-Post gant pennoù an emgann. Pa voe trec'h ar Saozon e c'hellas chom kuzhet e-touez ar brizonidi, met ur soudard saoz en kavas. Kondaonet e voe d'ar marv ha lazhet d'an 12 a viz Mae 1916. Lee Wilson, an hini a anavezas Seán Mac Diarmada e-touez an emsaverien bac'het, a voe lazhet diwezhatoc'h war urzhioù Michael Collins.