Se non ora, quando?

romant

Se non ora, quando? (Ma n'eo ket bremañ, pegoulz ?) a zo un danevell-hir savet gant Primo Levi, diwar gwir destenioù, a-zivout istor ur bagad partizaned, yuzevien rus ha polonat, dre Europa drailhet ha hanter dismantret e-kerzh daou vloaz diwezhañ an Eil brezel-bed.

Eus-talek Bielorusia betek Milano, eus-talek ar bed yidek betek hunvre Palestina, e heuliomp roudoù a-hed hag a-dreuz un dornad gwazed ha maouezed a oar sevel o fenn.

Ma n'eo ket em c'harg-me on, e karg piv e vin? ma n'eo ket se a zo d'ober, petra zo d'ober? / Ma n'eo ket bremañ, pegoulz e vo?

Dont a ra an diskan eus ur ganaouenn a gaver en danevell, awenet gant ur pennad eus an Talmud. Diskouez a ra ar preder zo en destenn ha pegen troet e oa krog Primo Levi da vezañ gant ar yuzevegezh.

Embannet e voe en italianeg gant Giulio Einaudi Editore e 1982.