Sean Justin Penn, ganet d'ar 17 a viz Eost 1960, zo un aktour ha sevener filmoù stadunanat. Enoret eo bet gant daou Academy Awards, evit e rolloù er filmoù Mystic River (2003) ha Milk (2008).

Sean Penn e Cannes e 2016

Kroget e oa Sean Penn da c'hoari er stirad skinwel (roll bihan lodenn 112) eus Little House on the Prairie d'ar 4 a viz Kerzu 1974. Al lodenn a oa bet renet gant e dad Leo Penn. Goude bezañ bet kroget da c'hoari e filmoù gant Taps (1981), ha rolloù lies er bloavezhioù 1980, evel e Fast Times at Ridgemont High (1982), Penn a oa deuet war-wel evit e rolloù er filmoù drama ha torfedour en At Close Range (1986), State of Grace (1990) ha Carlito's Way (1993). Aktour brudet mat e teuas da vezañ ivez goude ar film Dead Man Walking (1995). Gant ar film-se e voe enoret ha lakaet e anv evit e gentañ Academy Award ha Best Actor Award e Festival filmoù Berlin.