Sébastien Josse

(Adkaset eus Sebastien Josse)

Sebastien Josse a zo ur merdeer gall ganet e 1975 e Montereau-Fault-Yonne, e departamant ar Seine-et-Marne (77).

Sébastien Josse en Havr-Nevez, 2013

Kregiñ ' ra da redadegiñ diwezhat a-walc'h. Goude ma vefe aet ar maout gantañ er Challenge Espoir Crédit Agricole e 1997, ez eo degemeret e Pol Frañs Redadeg Diavaez Penn ar Bed.

E 2002 e sin Sebastien un emglev gant ar stal Vañdead VMI evit adprenañ bag Sodebo Thomas Coville. Ar redadegoù a heul an eil war-lerc'h eben, echuiñ a ra 8vet e The Transat e 2004 pe c'hoazh 5vet en transat Jacque Vabre gant Isabelle Autissier. Pouezusoc'h c'hoazh, echuiñ a ra 5vet er Vendée Globe 2004-2005, e 93 devezh. Un taol-kaer eo pa seller eus an niver a genstriverien ha pa seller oad e vag (darn vrasañ ar genstriverien all a rede war bagoù nevez flamm).

E 2005, ar bank Izelvroad ABN AMRO a zarempred gant Sebastien (pa oa eñ c'hoazh war vor er Vendée Globe), evit kinnig dezhañ sturiañ o eil bag evit ar Volvo Ocean Race. Echuiñ a ra skipailh ABN AMRO II pevare er Volvo Ocean Race 2005-2006, goude 8 miz redadeg a tost da 31 000 miles graet tro dro d'ar blanedenn.

Gourdonniñ a ra hiriv an deiz 2007 Sebastien Josse evit prientiñ ar Vendée Globe 2008-2009 a redo war ar vag nevez sponsorizet gant BT (British Telecom).

Loreadeg

kemmañ
  • 2007
    • Rediet eo ehanañ gant ar Barcelona World Race goude torridigezh penn uhelañ gwern PRB. O redadegiñ e oa a-gevred gant Vincent Riou
    • Gounid a ra ar Rolex Fastnet Race gant Vincent Riou(IMOCA Class) – Barcelona World Race Prologue
  • 2005-2006
    • Erruout a ra teir gwech eil war tennadoù ar Volvo Ocean Race war ABN AMRO II. E-kerzh tennad New York-Porthmouth e koll ur bourziad Hans Horrevoets (eus an Izelvroioù) e-pad ur gorventenn. 24 eurvezh goude marv e vourzhiad, e saveta skipailh Movistar a-bez.

E doug ar redadeg-se e sav ur rekord nevez war vagoù ur c'houc'h dezho, 562,96 mile graet war 24 eurvezh.

  • 2005
    • 5vet ar Vendée Globe war an 60 troatad VMI
  • 2004
    • 8vet The Transat war an 60 troatad VMI
  • 2002
    • Perc'henn war an arouez-trec'h Jules Verne war ar maksi katamaran Orange I, sturiet gant Bruno Peyron. Graet oa bet ganto tro ar bed e 64 devezh, 8 eurvezh, 37 munutenn ha 24 eilenn.
    • Rediet eo paouez gant hent ar Rhum goude bezañ diwerniet.
  • 2001 (war Figaro Beneteau)
    • 2vet e redadeg digenvez ar Figaro
    • 3(de) e tro Breizh war vag dre lien
    • 3(de) er Generali Kreizdouarel
  • 2000
    • 5vet e kampionad Bro-C'hall redadeg diavaez en digenvez
    • 1 e Hent ar Ponant
  • 1999
    • 4re tennad kentañ ar Mini Transat
  • 10vet e kampionad Bro-C'hall redadeg diavaez en digenvez
  • 1998
    • 2vet bizuth redadeg digenvez ar Figaro
    • 1 e kampionad Bro-C'hall esper digenvez
  • 1997
    • 1 e Challenge Esper Crédit Agricole

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.