Sede
Ur bladenn fetis, anvet peurliesañ gant e arouez saozneg CD - berradur eus Compact Disc - a zo ur bladenn optikel implijet evit stokin titouroù e stumm niverel.
Ar bladenn fetis a zo bet savet gant Sony ha Philips ha lakaet war ar marc'had adalek miz Du 1982 (miz Meurzh 1983 e Frañs). Kustumoc'h eo deuet da vezañ e penn kentañ ar bloavezhioù 1990, hag echuiñ a ra tamm-ha-tamm da gemer lec'h ar skorioù analogel (pladenn ervennig, kasedig aodio). Koulskoude, donedigezh poelladoù e P2P evel Napster e fin ar bloavezhioù 1990 zo deuet da vezañ ur gourdrouz evit industriezh ar pladennoù, ma c'hoarvez un enkadenn vras er bloavezhioù 2000.