Ar Seder (hebraeg סֵדֶר ˈsedeʁ 'urzh, renkamant'; yideg סדר seyder) zo ur banvez lidel a verk deroù gouel Pesac'h evit ar yuzevien. Aozet e vez er bed a-bezh d'ar 14 a viz Nisan en deiziadur hebraek (en deiziadur-se e komañs an deizioù pa'z a an heol da guzh), da lavaret eo alies e fin miz Meurzh pe e miz Ebrel en deiziadur gregorian. Lakaat a ra e-barzh ar jeu ul lodenn eus ar gumuniezh tost, pe da nebeutañ ar familh war meur a remziad, hag e-kreizig-kreiz emañ istor an Ermaeziadeg (Shemot), kontet d'an noz-se evit kaout koun eus penaos e oa bet dieubet an Hebreed eus Ejipt.

Un daol prest evit ar seder

Diazezet eo al lid war ar mitzvah embannet e levr an Ermaeziadeg (13:8) : "Hag e tisklêri se da'z mab en deiz-se en ur lavarout : en abeg da bezh en devoa graet an Aotrou evidomp pa oamp aet kuit eus an Ejipt". Familhoù ha tud tost en em vod da lenn istor an Haggadah a zo ennañ istor an Ermaeziadeg, lidoù ha bennozhioù, kanaouennoù ha soñjoù ar re fur war an istor.

Kustum e vezer er Seder da gontañ an istor ha da gaozeal diwar e benn, evañ peder gwerennad gwin, debriñ matza, rannañ bouedoù aroueziel bet lakaet war Pladenn ar Seder ha stouiñ evit lidañ ar frankiz. Bez' eo unan eus ar gouelioù gwellañ heuliet gant ar yuzevien dre ar bed.