Ar Sejm (distaget [sejm] e poloneg) eo kambr izel Parlamant Polonia. Ennañ ez eus 460 kannad (posłowie e poloneg), dilennet dre ar mouezhiañ hollek, evit pevar bloaz.

Logo ar Sejm

Digor d'an holl e vez an divizoù er Sejm. Kadoriad ar gannaded eo "Marichal ar Sejm", unan anezho dilennet evit se.

Abaoe ar XVvet kantved ez eo ar Sejm benveg lezenniñ uhelañ ar vro. E Rouantelezh Polonia (1385–1569) ha goude-se e Kenunaniezh Polonia ha Lituania (1569-1795) e raed Sejm eus hollad kambroù ar parlamant, ar gambr izel (Izba Poselska, Kambr ar Gannaded) hag ar gambr uhel (Senat, Sened). Abaoe Eil Republik Polonia (1918–1939) e reer Sejm Rzeczypospolitej Polskiej (Sejm Republik Polonia) eus ar gambr izel, tra ma reer Senat Rzeczypospolitej Polskiej (Sened Republik Polonia) eus ar gambr uhel.

Liamm diavaez

kemmañ