Seniz zo un enezenn didud eus Mor Bihan Gwened anvet Sept Îles e galleg[1], e kumun Baden. Gallout a reer monet di war-droad pa vez izel ar mor, ha c'hoari an dro dezhi dre ur wenodenn, bout ma'z eo ur berc'henniezh prevez.

Gwel eus Seniz hag an erv.

Un enezennig anvet Seniz zo e-kichen Houad ivez.

Notennoù

kemmañ
  1. Hervez a lenner e Toponymie nautique du golfe du Morbihan et de ses abords, Gildas Bernier, 1965, e teuje an anv Seniz eus Sec'h Iniz, da lavaret eo Enez sec'h, abalamour ma teu da vout ul ledenez d'an daere. Kammgomprenet e vije bet Seizh iniz ha troet Sept îles e galleg.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.