Senj (distgaget [sɛ̂ːɲ] e kroateg ; Segna en italianeg, Zengg en alamaneg) zo ur gêr e kontelezh Lika-Senj e Kroatia, war aod Mor Adria.

Senj, gwelet eus kreñvlec'h Nehaj

Brudet eo Kreñvlec'h Nehaj (Tvrđava Nehaj e kroateg), savet e 1558. Senj a voe ul lec'h repu evit an Uskoci, kristenien tec'het eus Bosnia e dalc'h an Impalaeriezh Otoman gwechall ha deuet da repuiñ en ur vro hag a oa en Impalaeriezh Aostria. Tamallet e voe dezho bezañ morlaeron gant Republik Venezia ha brezel a voe graet outo gant tud Venezia. Un dreverz a voe etre Venezia hag Aostria e 1617 ha skarzhet e voent eus kêr.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.