Serbeg-ha-kroateg

yezh

Ar serbeg-ha-kroateg, anvet c'hoazh bosneg/kroateg/serbeg (BKS), a zo ur yezh slavek eus ar C'hreisteiz, hag ar yezh pennañ e Serbia, Kroatia, Bosnia ha Herzegovina, ha Montenegro. Diazezet eo war peder rannyezh disheñvel, hag a c'heller kompren kenetrezo.

Ar broioù ma komzer serbeg-ha-kroateg, pe rannyezhoù anezhañ

Standardizet e oa bet ar yezh e kreiz an XIXvet kantved, a-raok ma vije eus Stad Yougoslavia. Adalek ar penn-kentañ e oa div genyezh disheñvel, an hini groatek hag an hini serbek. Pep a relijion disheñvel o deus Kroatiz ha Serbiz, hag a-hed an istor int bet enframmet en impalaeriezhoù disheñvel. Kemeret o doa doareoù lennegel un tammig disheñvel da standard dezho, daoust dezho bezañ diazezet o-daou war ar memes isrannyezh eus Herzegovina ar Reter, renket er rannyezh chtokaviat. Abaoe disparti ar stadoù a yae da ober kevredad Yougoslavia e voe savet ur standard bosniat da yezh ofisiel e Bosnia ha Herzegovina, hag emeur o sevel ivez ur standard dibar eus yezh Montenegro. Dre-se e vez anvet ar serbeg-ha-kroateg alies hervez ar genel: serbeg, kroateg, bosnieg, hag montenegreg a-wezhioù. En XXvet kantved e oa ar serbeg-ha-kroateg yezh ofisiel Rouantelezh Yougoslavia (hag anvet e veze "yougoslaveg"), ha goude unan eus teir yezh ofisiel Republik Kevreadus Poblel Yougoslavia. Diwar disparti Yougoslavia e cheñchas ar sell war ar yezh hervez ar mennozhioù politikel hag ar pobloù.