Serge Arcouët, gwelloc'h anavezet dindan e anv-pluenn Serge Laforest (a zo un droidigezh eus e anv-familh) a oa ur skrivagner breizhat eus romantoù polis ha spiañ. Ganet e oa e Naoned e 1916 ha marvet e 1983. Meur a anv-pluenn all en deus bet : Terry Stewart ha Russ Rasher da skouer. Gant ar memes anv-pluenn John-Silver Lee e oa eñ ha daou vignon anezhañ, ar skrivagnerien Thomas Narcejac et Léo Malet.

E dad Gontran Arcouët a oa ur pianoour brudet ha kelenn a rae e skol-sonerezh Naoned. Kregiñ a reas Serge da studiañ er skol hidrografiezh araok dont da vezañ romantour da vat. E 1948 e teuas da vezañ ar skrivagner kentañ e Frañs degemeret e-barzh ar Série noire, dindan an anv Terry Stewart.

Ouzhpenn 140 levr en deus skrivet .

Oberennoù

kemmañ

Mamennoù

kemmañ
  • (en) David Coward, A history of French literature : from chanson de geste to cinema, Oxford, Blackwell, 2002, 606 p.

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.