Servij nij Tirlu Impalaeriel Japan

Arabat eo droukveskañ Servij nij Tirlu Impalaeriel Japan, gant Servij nij Morlu Impalaeriel Japan.

Servij nij Tirlu Impalaeriel Japan
army aviation component
Rann eusLu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Deiziad krouiñ1912 Kemmañ
Anv e kanaりくぐんひこうせんたい Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Skour luLu Impalaeriezh Japan Kemmañ
StadJapan Kemmañ
Heuliet gantJapan Air Self-Defense Force Kemmañ
Deiziad divodañ2 Gwe 1945 Kemmañ
Banniel brezel Lu Impalaeriezh Japan
Ardamez Japan

Servij nij Tirlu Impalaeriel Japan pe Aerlu Impalaeriel Japanat (大日本帝國陸軍航空部隊 Dainippon Teikoku Rikugun Kōkūbutai) pe, dre ur stumm lennegel Korfadoù Nijlu Impalaeriezh Meur Japan, a oa nerzhioù nij Lu Impalaeriezh Japan.

Evel ma oa bet diazezet Lu Impalaeriezh Japan a-ziwar al lu alaman, Servij nij Tirlu Impalaeriezh Japan a oa bet savet war patrom Nijlu Impalaeriel Alamagn. Kefridioù an nijlu a oa degas un harp-tan a dost d'an unvezioù douar, nebeutoc'h e oa ivez difenn d'ar c'hirri-nij enebour da dagañ unvezioù an tirlu. Ouzhpenn-se an Nijlu japanat a sikoure dre obererezhioù sklêrijennañ evit holl skourroù all Arme Impalaeriezh Japan. Pa oa implijet Servij nij Tirlu Impalaeriel Japan evit kefridioù bombezenniñ strategiel war kêrioù evel Shanghai, Nanjing, Canton, Chongqing, Rangoon, ha Mandalay, ne oa ket ur c'hefridi diazez d'ar servij nij setu perak ne oa ket dafaret evit e seveniñ gant kirri-nij bombeziñ.

Ne oa ket kefridiet kenebeut gant mestroniñ eveshaerien ar c'hanolierezh; batailhonoù ar c'hanolierezh a oa mestr war ar c'hirri-nij sklerijennañ pe ar baloñsoù a oa o roll d'en ober.

Servij nij Morlu Impalaeriel Japan a oa kefridiet gant ar bombezadennoù hir-hent ha gant ar c'hirri-nij tagañ, kement gant an difennerezh enep kirri-nij. N'eo nemet e fin Brezel ar Meurvor Habask ma voe klasket implij an div skourr nijlu kemmesket gant difenn enep kirri-nij tiriad bro Japan.

Orinoù

kemmañ

Lu Impalaeriezh Japan en devoa implijet baloñsoù hidrogen evit kefridioù sklêrijennañ e-pad ar Brezel etre Japan ha Rusia eus 1904-1905.

 
Soudarded gall e Japan e 1918

E 1909, e voe savet ar Rinji Gunyo Kikyu Kenkyukai (Kevredigezh arnodiñ da c'hortoz ar baloñsoù milourel) memes-tro ha Morlu Impalaeriezh Japan ha Skol-veur Impalaeriel Tokyo.