Ar sevelouriezh a zo ul luskad arzoù bet diwanet e Rusia e penn-kentañ an XXvet kantved, asambles gant luskad an dreistelouriezh. Ur manifesto a voe embannet e 1922, Sevelourien e ditl. Krouer ar sevelouriezh eo Vladimir Tatlin. El luskad-se e kaver ivez Naum Gabo, Anton Pevsner, Kasimir Malevitch, Vladimir Choukhov, Alexandre Rodtchenko, ha Lazar Markovich Lissitzky.


Pennaennoù al luskad kemmañ

Hervez reolennoù ar sevelouriezh ez eo an egor diazezet war ar ventoniezh (goude damkan ar C’hubo dazontour), hag ar reolennoù-se a dalvez evit a sell ouzh ar c’hizellañ, an design hag ar savouriezh. Neuze e teu da vezañ ar marc’h-koad da livañ da vezañ didalvez, hag eo koulz lavaret marv an arz. Rak ar fed krouiñ a ranker kavout er produiñ. Unan eus pennaennoù ar sevelouriezh a oa braventez ar Mekanik, traoù bed ar greanterezh, hag an tremen eus an aozañ d’ar sevel. Al luskad sevelouriezh en deus levezonet kelennadurezh ha damkanoù savouriezh ar Bauhaus (1919-1933) ha luskad an arz sinetek. Oberenn vrudetañ hag arouezusañ ar sevelouriezh eo ar Raktres evit ur Monumant da enoriñ an Trede Etrevroadel, gant Vladimir Tatlin.

Arzourien sevelour kemmañ

Brezhonekaet kemmañ

  • Gant Ofis ar Brezhoneg eo bet troet gant savadurelouriezh, ha savadurelour evit a sell ouzh an arzourien. Konstruktivegezh a zo bet kinniget ivez, diwar kinnigoù Roparz Hemon a-zivout ar gerioù etrevroadel.