Digeriñ al lañser pennañ
El Castillo, ur biramidenn maya e Chichén Itzá.
Tiriad ar sevenadurezh maya e-pad ar marevezh mezoamarikan.
Tiriadoù ar sevenadurezh Maya d'an uhelañ.

Ar Sevenadurezh maya a oa ur sevenadurezh Mezoamerikan brudet dre he vestroni war ar skritur, an arzoù, an tisaverezh, al labour-douar hag ar steredoniezh. Unan eus ar sevenadurezhioù rakolombian studietañ eo hiziv-an-deiz gant hini an Azteked hag hini ar re Inka.

Er marevezh rakolombian e oa ledet ar sevenadurezh-se war ledenez Yucatán, hiziv-an-deiz su Mec'hiko, Belize, Guatemala, Honduras ha Salvador.