Seziz Jaffa
Seziz Jaffa a c'hoarvezas e Jaffa eus an 3 d'ar 7 a viz Meurzh 1799 da vare tro-vrezel ar jeneral gall Napoleone Buonaparte en Egipt. Trec'h e voe an arme c'hall war hini ar jeneral ottoman Djezzar Pacha (djezzar a dalv kement ha kiger).
Rann eus | French invasion of Egypt and Syria |
---|---|
Lec'h | Jaffa |
Daveennoù douaroniel | 32°2′43″N 34°46′11″E, 32°3′8″N 34°45′11″E |
Deiziad | 7 Meu 1799 |
Deiziad kregiñ | 3 Meu 1799 |
Deiziad echuiñ | 7 Meu 1799 |
Istor
kemmañUr porzh a bouez e oa Jaffa e Siria gozh (Israel hiziv) hag evit ober berzh gant e arme en Egipt e kavas da Napoleone Buonaparte en doa ezhomm da staliañ e vorlu eno.
Goude seziz El Arish ez eas soudarded Buonaparte war-raok e Siria. War o hent e voent trubardet gant o ambrougerien, taget gant preizherien, ha ret e voe dezho gouzañv naon ha sec'hed.
Seziz
kemmañD'an 3 a viz Meurzh e tegouezhas arme Kléber dirak mogerioù Jaffa, hag a ziazezas he c'hamp div lev eus kêr, war hent Akkra; e-keit-se edo rannarmeoù Bon ha Lannes oc'h astenn o linennoù seziz en-dro da gêr, dirak he mogerioù uhel, gant tourioù ken uhel all, hogen difoz. Djezzar Pacha en doa fiziet an difenn en e soudarded, anezho 1 200 kanolier.