Seziz Savannah
Sez Savannah (saozneg: Siege of Savannah) pe Second Battle of Savannah a oa bet un emgann e 1779, e-kerzh Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775-1783). Bloaz a-raok, kêr Savannah, e Georgia, a oa bet aloubet gant un un nerzh saoz renet gant al Letanant-koronal Archibald Campbell. Ar sez e-unan a oa bet un taol kleze en dour gant un nerzh stadunanat-gall o klask adkemer kêr Savannah, etre ar 16 a viz Gwnegolo hag an 18 a viz Gwengolo 1779. D'an 9 a viz Here e oa bet un dagadenn hollek war an nerzhioù saoz, met en aner. E-pad an dagadenn c'hwitet, ar c'hont polonat Casimir Pulaski, penn ar varc'hegiezh stadunanat-gall, a oa bet gloazet marvus. Gant c'hwitadenn an dagadenn gevreet e voe paouezet gant ar seziz. An nerzhioù saoz a oa chomet mistri war kêr Savannah betek Gouhere 1782, tostik-tost fin ar brezel.