Shangchuan
Enez Shangchuan (en sinaeg, 上 川岛; pinyin, Shàngchuāndǎo), skrivet ivez Sanchón (e spagnoleg), Schangschwan, Sancian, Sanchão (e portugaleg), Chang-Chuang, hag anavezet ivez evel San Juan, zo un enezenn e Mor Su Sina, a-dal da aod kreisteiz Sina, e proviñs Guangdong. Dont a ra an anv eus an anv portugalek São João, da lavarout eo Sant Yann. Emañ ur 14 km eus an douar-bras ; 16 320 a dud zo o chom enni.
Brasañ enezenn ar broviñs eo bremañ, abaoe 1988, rak er bloaz-se e voe tennet enez Hainan, a oa brasoc'h egeti, digant proviñs Guangdong evit ober ur broviñs anezhi.
Brudet eo an anv dre ma'z eo eno e varvas ar beleg katolik Francisco Javier.