She's a Rainbow a zo ur ganaouenn saoznek savet gant Mick Jagger (1943-) ha Keith Richards (1943-).

4:35 he fadelezh e voe enrollet d'an 18 a viz Mae 1967 hag embannet d'an 8 a viz Kerzu da-heul war an albom Their Satanic Majesties Request gant ar strollad sonerien vreizhveuriat The Rolling Stones. Lod e voe ivez eus ur bladennig daou ditl — 2,000 Light Years from Home war he zu B — hag a zeuas e-maez d'an 23 a viz Kerzu (e Stadoù-Unanet Amerika hepken).

Ouzhpenn Jagger ha Richards e kemeras perzh an izili all eus ar strollad — Brian Jones (1942-1969), Charlie Watts (1941-) ha Bill Wyman (1936-) — en enrolladenn, a-gevret gant ar pianoour Nicky Hopkins (1944-1994). Kempennet e voe ar binvioù dre gerdin gant John Paul Jones[1] (1946-).

Chomet eo brudet-mat She's a Rainbow en abeg d'he c'hentañ notennoù piano, ken anavezadus bloavezhioù ha bloavezhioù war-lerc'h. Ma voe implijet ar ganaouenn alies a-walc'h evel sonerezh un nebeud bommoù bruderezh : Apple Inc. e 1999, Mercedes-Benz e 2005, ManpowerGroup e 2006, Sony Corporation e 2007 ha Groupama e 2016.

Kanet e voe gant ar strollad World of Twist ivez, e 1992.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Ezel e vo eus ar strollad rock Led Zeppelin adalek 1968.