Shoot 'em up
Shoot 'em Up ("tenn da ziskar anezho"), berraet e Shoot 'em up pe STUP alies, a reer eus un doare c'hoari video ma ranker mestroniañ un dudenn, ur c'harr-nij brezel pe un egorlestr. Hemañ a c'hall tennout bili-bann (bolodoù, bannoù lazer, taolioù flamm...). War un dro e vez ret dezhañ diwall ag ar bili-bann taolet gant an enebourien. Fiñval a ra ar skeudenn pe eus an tu kleiz betek an tu dehou, pe eus an traoñ betek an nec'h.
Iskevrennad eus | c'hoari tenn |
---|---|
Roll elfennoù | list of shoot ’em up video games in chronological order |
Meur a hini zo brudet-tre.
Ar C'hoari kentañ en doare STUP eo Space Invaders. Ar goulaouioù n'int ket dreist met evit ar c'houlz e oa un dispac'h.
AR STUP! Piv, amañ, n'en deus ket c'hoariet gañtañ goude ar skol ? Piv n'en deus ket dilezet un emgav amourus evit redek betek an davarn dostañ a-benn dispign 2 lur gant ar c'hoari-mañ ? Er bloavezhioù 1990 e oa hogozik ur c'hoari Raiden e pep tavarn.
Ar STUP brudetañ war Megadrive. Pa voe bet embannet e voe bet sebezennet ar gwask stlenn. E c'hrafikoù, e son, e c'hoarider o deus lakaet anezhañ da vezañ e penn ar STUPoù war ar megadrivebetek Thunder Force IV.
Marteze ar c'hoari gwellañ war ar megadrive. Gwelloc'h war pep poent war Thunderforce III ha war pep Shoot'em up a oa bet war ar Super Nintendo (ar gonsolenn all a oa er bloavezhioù 9190). Spritoù ha spritoù a-leiz. Emgelc'hioù disheñvel mik eus ur bed betek unan all. Dezerzh, skorneg, egor didermen, emgann a-enep ul lestr-egor ramzel, kavioù, e-kreiz un emgann-egor. Pevar diwezh disheñvel ha bep ur sonerezh dezho.