Sigmaringen

kumun alaman

Sigmaringen zo ur gêr e kreisteiz Alamagn, e land Baden-Württemberg, war lez an Danav.

Kastell Sigmaringen

Meneget eo hec'h anv adal 1077, bet eo kêr-benn priñselezh Hohenzollern-Sigmaringen, ha hini proviñs Hohenzollern. Brudet eo he c'hastell.

Istor Bro-C'hall kemmañ

Er c'hastell e oa repuet gouarnamant Pétain e 1944 e dibenn an Eil brezel-bed, hag ivez Gallaoued all o devoa kenlabouret, evel ar skrivagner Louis-Ferdinand Céline.

Tud kemmañ

Eno e voe ganet ar sant Fidelis von Sigmaringen (1577-1622), manac'h, merzher ha sant, hag ar rouaned Carol Iañ ha Ferdinand Iañ, rouaned Roumania.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.