Silabenn digor
Er yezhoniezh e vez implijet an termen silabenn digor (saoz.: open syllable) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur silabenn hep lost ebet, da lâret eo ur silabenn achuet gant ur vogalenn (pe un diftongenn, da skouer "ma".
Graet e vez silabenn serr (saoz.: closed syllable) ouzh ur silabenn ganti ul lost, da lâret eo achuet gant ur gensonenn, da skouer "mamm"
Gant yezhoù 'zo e vez graet gant silabennoù digor nemetken ha gant meur a hini all emañ bihan-tre an niver a gensonennoù a c'heller implijout evit serriñ ur silabenn, peurliesañ kensonennoù dre fri.