Sioc'hanidigezh

pa vez paouezet a-ratozh un dougen

Ar Sioc'hanidigezh, pe an diforc'hidigezh, a vez graet eus ar fed ma vefe torret un dougen dre tennañ pe skarzhañ ur grouell pe fetus. Pa erru ur sioc'hanidigezh hep ma vefe eus un obererezh e vez graet kolladenn. Erru a ra kolladennoù en 30% betek 40% eus an dougerezioù. Pa vez anv eus un obererezh a-ratozh evit pouez un dougerez, e vez graet sioc'hanidigezh. Pa vez doujet ouzh reolennoù ar medisinerezh, ar sioc'hanañ a zo unan eus an obererezhioù mezegel surañ a vez. Pa ne vez ket doujet ouzh ar reolennoù ez eo unan eus ar mammennoù gwashañ a-fed marv maouezed dougerezed, dreist-holl er broioù o tiorren. Pevarzek gwech suroc'h eo ar sioc'hanidigezh evit ar gwilioudiñ a-fed buhez ur vamm gant sifroù Stadoù-Unanet Amerika.

Pennadoù kar

kemmañ