Siracusana
Siracusana pe Italia turrita zo ur rummad timbroù embannet etre 1953 ha 1977 en Italia.
Bihan e vent (17 mm ledander ha 21 mm uhelder), aes e oa da anavezout dre ma oa unliv pep timbr hervez pep a zalvoud-gwerzh.
Gwelet e veze skeudenn penn ur vaouez e kreiz ur c'helc'h, ur gurunenn war he fenn. Awenet e oa bet ar rummad timbroù-se, bet treset gant an arzour Vittorio Grassi, gant ur moneiz kozh eus Siracusa, eus marevezh ar Romaned . Buan e teuas da vezañ un arouez eus Italia republikan.
An heuliad kentañ, a vez sellet outañ evel an "hini diazez", a oa ennañ nav talvoud-gwerzh, dezho ur filigran gant ur rodenn askellek. Etre 1955 ha 1960 e voe advoullet un heuliad 17 timbr gant ur filigran dezhañ stumm ur steredenn. Da c'houde, e 1968, e teuas war wel un trede rummad, savet diwar 23 talvoud-gwerzh, moullet war baper boutin ha war baper kendreluc'h. Brasoc'h a vent e oa ivez.
Tennet e voe an timbroù Siracusana eus ar werzh e 1988, erlerc'hiet e voent gant ar rummad "Castelli d'Italia" (Kestell Italia).