Sirkasia
Sirkasia zo ur vro istorel war lez ar Mor Du, en hanternoz d'ar menezioù Kaokaz.
Kaset e voe ar vroiz kuit e dibenn ar brezel gant ar Rused, a grogas e 1764 hag a echuas e 1864. Repu a gavjont en impalaeriezh otoman. Ar re a zo chomet zo anvet Adigeed bremañ.
E-maez ar vro e vezont anvet Sirkasianed alies. Sirkasianed a gaver e Turkia, en Siria, e Liban, en Jordania (niveruzik), en Egipt (gant mamelouked), en Israel (kêriadennoù Kfar Kama ha Rehaniya abaoe 1880), en Bulgaria.
Lod zo ivez e SUA (stadoù New York ha New Jersey), en Alamagn, en Izelvroioù hag en Bro-C'hall.
Ur gumuniezh a oa e Kosovo betek 1998, met tec'hel a rankjont abalamour d'an UÇK.
An anv
kemmañDont a ra an anv latin Circassia eus anv ar bobl, Cherkess (Çerkes e turkeg), anv turkek ar bobl Adyghe.