Ska-P (distagit ez-fonetikel "Escape") a zo ur strollad ska eus Bro-Spagn savet e Vallecas, ur straed e Madrid) e 1994. Anavezet e vez o c'hanaouennoù dre o c'homzoù dibar o tikriañ ar c'hapitalism, pe ar gapitalouriezh, pe c'hoazh ar gevalaouriezh hag ar ouennelouriezh, ar ouenngasoni, an digevatalder hag an diveliouriezh[1],[2]. E kanaouennoù evel Cannabis, e reont propaganda evit lezennekaat ar marijuana, a zo bet ar ganaouenn a lakaas anezho da vezañ anavezet e Bro-Spagn, ul lodenn eus Mec'hiko ha Suamerika. Ouzhpenn e lakont pouez war un heuliadenn e Kolombia, Arc'hantina, Venezuela, Rouantelezh Unanet, Belgia, Italia, Suis, Bro-C'hall, Chile, Uruguay, Bro-Alamagn ha Perou. Er bloaz paseet o deus kemeret perzh e gouelioù-meur liessevenadurel, liesseurt hag enep-bedeladur en Europa.

Istor kemmañ

Ar ganaouenn "Como un rayo" gant hini Rayo Vallecano, ar strollad mell-droad, a zo deuet da vezañ arouez tud straed Vallecas e Madrid.

 

Ar ganaouenn-se, evit darn anezho, a zo deuet da vezañ evel ur c'han broadel goude ma vefe bet skignet ken alies e tavarnioù Vallecas. Tamm-ha-tamm eo bet anavezet Ska-P evel ur strollad gant komzoù hag a lavare ar pezh a soñjent a ya fall er bed.

1995-1996 : An Derou kemmañ

Tony Escoba hag a oa ar c'hoarier gitar nemetañ er strollad az eas kuit. Goude bezañ bet klasket ur gitarour e-pad pell, e choazjont Joxemi eus Larraga (Navarra). Ar pezh a glaskent er strollad ne oa ket ur c'hoari dreist-ordinal met ar fed kavout unan hag a errufe da santout ar ganaouenn hag ar c'homzoù evel ma vefe e istor dezhañ. Goude-se ec'h erruas PiPi, hag a oa an hini hag en em dreuzwiske evit kanaouennoù zo, hag a sikoure da gargañ ha diskargañ ar binviji. Dont a reas o fladenn nevez er-maez El vals del obrero e-kerzh an 9º Festival Vallecas Rock. Kroget e vezer bet da gomz diwar o fenn evel ur strollad gant abadennoù souezhus ha plijus, kanaouennoù lusket mat, ha tud treuzwisket hag a zesach an holl.

1997-1999: "Eurosis", hag o c'hentañ abadennoù etrevroadel kemmañ

Erruet enrolladur Eurosis, o zrede pladenn, ha setu c'hoazh abadennoù nevez dre Vro-Spagn a-bezh, ha kroget ganto d'en em ziskouez muioc'h-mui e Bro-C'hall. O c'hentañ troiad a grogas en Arc'hantina, hag e kendalc'hjont da vont war-zu Mec'hiko, hag en em ginnigjont evel ur strollad underground eus Bro-Mec'hiko. Da Vec'hiko e tistrojont goude un nebeud mizioù. Pako, toserezh ha krouer ar strollad Ska-P a laoskas ar strollad da gouezhañ pa deuas Luismi, c'hoarier nevez toserezh. Setu goude ur pennadig amzer e adkrogjont da c'hoari war-eeun. Mont a rejont da Italia hag e kemerjont perzh en un abadenn anavezet-tre du-se.

2000-2002: Ar mareoù gwellañ kemmañ

Embann a rejont ur bladenn nevez anvet Planeta Eskoria, e-lec'h ma teuler pled e kaletaont o sonerezh, hag en em lakont da vezañ siriusoc'h. An troiadoù bras a voe muioc'h anezho e Bro-C'hall, Italia, Suis ha Bro-Spagn. Adalek ar mare-mañ e teujont da vezañ ur strollad etrevroadel. E 2002 ec'h embannjont o 5vet bladenn Que corra la voz, hag a zeuas da vezañ marteze ar bladenn glokañ eus ar strollad. Kavet e vez eus a bep seurt er bladenn-se : kalz a lusk, fent ha komzoù soñjet mat. Listennad ar broioù a anavez Ska-P a gresk, kement ken e krogjont gant un droiad european ha bedel, rak distreiñ a rejont ivez da Amerika Latin, Arc'hantina, Chile ha Mec'hiko.

2003-2004: Abadennoù "Incontrolable" kemmañ

E 2004 e voe embannet o fladenn Incontrolable, e-lec'h ma 'z eus enrolladennoù war-eeun evit Europa a-bezh, hag un DVD gant 13 enrolladenn e Nyon, e Suis ha Pariz. Estreget-se, eo bet ouzhpennet holl videoklipoù ar strollad ha skeudennoù eus an abadennoù diwezhañ.

2005-2006: Un "ehan diresis" kemmañ

Goude muioc'h eget 10 vloaz a obererezh, e C'hwevrer 2005 e tisklerjont e vefe graet ganto un ehan diresis. "Chom a reomp digor d'un distro bennak un dro bennak", eme ar strollad. Lavarout a rejont e vefe graet un droiad diwezhañ.

O abadenn diwezhañ a voe c'hoariet e Bro-Spagn d'ar 24 a viz Gwengolo 2005 e "la Cubierta de Leganés", hag o abadenn vras diwezhañ a voe en Arc'hantina e miz here 2005. Evit echuiñ troiad diwezhañ ar strollad e voe dibabet ganto ec'h echufe o istor e-lec'h ma oa kroget, en Arc'hantina. An arc'hant bet gounezet e-kerzh an abadenn-se a voe roet da gevredigezhioù disheñvel en Arc'hantina.

E 2006, 6 miz goude e vefe bet paouezet gant ar strollad, e tisklerias ar c'haner Pulpul d'ar mediaoù, e kendalc'hfe da skrivañ kanaouennoù, ha spi en doa, e vefe ar c'homzoù-se komzoù ur bladenn nevez gant Ska-P.

Ul lodenn eus ar strollad o deus savet ur strollad all, damheñvel ouzh Ska-P, met gant nebeutoc'h a c'hitar, anvet The Locos. Reoù all eus ar strollad a zo bet savet ganto ur strollad muioc'h Punk, anvet No Relax, e 2006.

2007-2008: An distro kemmañ

D'an 12 a viz Here e 2007, hag goude ar bloavezhioù ehan, ec'h erruas ul lizher o komz eus Ska-P bet skrivet gant Pulpul e vefe tu ganto adstrollañ Ska-P e 2008[3]. Er memes lizher, e skrivent war tudennoù ar strollad en ur lavarout en ur mod pozitivel e tistrofe ar strollad war al leurenn, war-bouez Pipi; hemañ, hag a disklêrias e kendalc'hfe gant e strollad nevez, The Locos, ha ne didrofe ket gant Ska-P. Etre munudoù al lizher, e vez lâret e pleustrfent war o fladenn nevez ha posupl e vefe e teufe er-maez un albom e miz Here 2008, da c'houde, marteze e vefe un droiad graet ganto.

An adkejadenn a zo bet kadarnaet e penn-kentañ miz Ebrel 2008, dre ul lizher nevez anvet "Todo va bien", e-lec'h, a-benn ar fin, e oa deuet Pipi d'an emvod hep lavarout resis hag-eñ e teufe en-dro pe get[4] Da c'houde, d'ar 24 a viz Ebrel en ul lizher bet skignet war internet, e voe kadarnaet distro Ska-P (gant ar strollad a-bezh), ha kadarnaet e voe ivez donedigezh pladenn nevez miz Here gant un droiad e miz Du.[5]. Pipi a gadarnaas e teufe en-dro gant ar strollad Ska-P met en ur genderc'hel gant The Locos war an hevelep tro.

Ar strollad kemmañ

O pladennoù kemmañ

Kenlabourioù ha labourioù all kemmañ

  • "Sr. Matanza", ur ganaouenn evit ar bladenn "Mano Negra Ilegal", ur bladenn gant kenlabour Mano Negra.
  • "Navegando", ur ganaouenn evit pladenn "Agradecidos... Rosendo", gant kenlabour Rosendo.
  • "Rayo Vallekano", kanaouennoù war-eeun eus abadennoù 'zo.

Liammoù kemmañ

  1. Komzoù Ska-P
  2. 'komzoù Ska-P'
  3. Keleier war an distro
  4. Pipi ma teufe en emvod
  5. [1]