Skoazell:Adkas
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un adkas zo ur bajenn krouet e doare ma vo adkaset kement lenner a glask merdeiñ betek ar bajenn-se, war-eeun d'ur bajenn all gant un anv disheñvel.
Penaos e vez savet un adkas
kemmañKrouet e vez un adkas dre implijout an ereadur da-heul :
#REDIRECT [[pal]]
pe
#ADKAS [[pal]]
E-lec'h pal e ranker skrivañ anv ar bajenn a vo tizhet goude an adkas.
Penaos e vez gwelet gant an implijerien
kemmañMa'z eus ur bajenn en anv pal an adkas er Wikipedia brezhonek, pa glask ul lenner tizhout ar bajenn adkas – dre ur wikiliamm, an nozelenn diraez pe un URL – e vo kaset war-eeun d'ar bajenn pal. Koulskoude e vo atav diskouezhet URL ar bajenn adkas gant ar merdeer, hag ar bajenn pal zo enni ur skrid bihan dindan an titl pennañ da ziskouez oc'h bet degaset er bajenn-se gant un adkas. Da skouer, ma klikit war Bonaparte e viot adkaset d'ar pennad Napoleon Iañ, ha laez ar bajenn a denno d'ar pezh zo da-heul :
Napoleon Iañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
(Adkaset eus Bonaparte)
Taolit evezh na vez ket heuliet ar chadennoù adkas. ma adkas an titl A d'an titl B, ha ma'z eus ur bajenn adkas etrezek C eus B hec'h-unan, neuze ul lenner a glask tizhout A e vo kaset er bajenn B hepken ha n'eo ket er bajenn C. Dreset e vez seurt chadennoù gant robotoù anvet botoù a-benn lakaat pep adkas da gas war-eeun d'ar bajenn C.
Diwallit na vo tamm testenn ebet er bajenn dirak ar "#REDIRECT anv ar pal", pe ne'z aio ket an adkas en-dro. N'eus abeg ebet peurliesañ da skrivañ goude al liamm kennebeut. A-wezhioù avat e vez lakaet rummadoù pe displegadennoù HTML (!<-- displegadenn -->
).
Dilec'hiañ pajennoù
kemmañPa vez adanvet ur bajenn e vez krouet un adkas en un doare emgefreek, eus ar bajenn gozh d'an anv nevez, hag ivez evit ar bajenn kaozeadenn zo stag outi (ma oa adanvet ivez). Gallout a ra ar verourien choaz da chom hep krouiñ un adkas.
Ma'z eus un adkas c'hoazh en anv ar bajenn nevez, ma n'en deus nemet ur c'hemm enrollet en e istor ha ma kase etrezek anv ar bajenn gozh, e vez kemeret e lec'h gant ar bajenn zo bet dilec'hiet. P'en dez an adkas ouzhpenn ur c'hemm degaset en e istor, pe m'en deus ur pal disheñvel diouzh anv ar bajenn gozh, neuze e rank an dilec'hiadenn bezañ graet gant ur merour.