Mar chom tra pe dra amsklaer deoc'h goude bezañ lennet ar pajennoù Skoazell disheñvel, e c'hallit :
Mard eo ur goulenn graet a-benn tapout gouiziegezh war tra pe dra : siwazh n'eus lec'h eskemm ebet evit se war ar Wikipedia brezhonek c'hoazh. Da c'hortoz e c'hallit atav sevel ho koulenn war pajenn an davarn pe lakaat ur gerig war bajenn gaozeal ur pennad tost d'an danvez zo o trubuilhañ ac'hanoc'h.
Mard eo teknikel ho koulenn : hopala, aze kennebeut n'eus lec'h ebet evit se amañ c'hoazh. Klaskit war ar Wikipediaoù all.
Ne vern, gallout a rit atav sevel ar goulenn ouzh un implijer all en ur leuskel ur gerig jentil war e bajenn gaozeal bersonel. Tud arroutet mat war hentoù kammigellek ar Wikipedia brezhonek a zo bremañ. Talvoudus e c'hallont bezañ evidoc'h. Evit ober ho soñj, taolit ur sell war bajenn ar c'hemmoù diwezhañ; eno e c'hallot gwelet anv implijer an dud a sav pennadoù. Klikit eta war anv unan anezho a seblant bezañ oberiant-kenañ. Ur spered kenskoazell a vez o ren war Wikipedia. Ur respont ho po war ho pajenn implijer diouzhtu pe... diwezhatoc'hik.
Notenn dre vras : n'eo ket erbedet merkañ ho chomlec'h postel war ar pajennoù-se rak peurliesañ e vez graet ar respontoù war-eeun war ar Wikipedia; evel-se e c'hallont bezañ lennet gant an holl".