Ur pennad Skoed zo ivez.

Ur skoed zo ur benveg a vez gant ar vrezelourien d'en em wareziñ en emgannoù. Un doare pladenn galet eo, graet gant koad, lêr, metal pe danvezioù all c'hoazh, hag a dalvez d'an den d'en em wareziñ a-enep an taolioù.

Ur skoed keltiek, bet kavet e Battersea, e Bro-Saoz
Skoedoù a c'hiz nevez, implijet gant poliserien e Belize.

Binvioù kozh-Noe eo ar skoedoù : en armeoù Faraoned Ejipt pe en armeoù Sumer e vezent kavet. A-feur m'eo bet gwellaet efedusted an armoù argad eo bet gwellaet ivez efedusted ar skoedoù. Meur a stumm a c'hallont kaout. Ar skoedoù a veze implijet gant soudarded war varc'h a oa brasoc'h eget ar re implijet gant troadeien.

Skoedoù hiziv kemmañ

Abaoe ar mare ma oa bet ijinet an armoù-tan, ar skoedoù n'int ket ken pouezus ken. Implijet e vezont c'hoazh koulskoude gant poliserien d'en em wareziñ a-enep an traoù a c'hall bezañ taolet pe skoet ganto gant manifesterien.