Skol uhel kenwerzh Breizh
Skol uhel kenwerzh Breizh Brest pe ESC Breizh Brest (École supérieure de commerce de Bretagne Brest pe ESC Bretagne Brest e galleg) a zo ur skol uhel vreizhat krouet e 1962. Kinnig a ra 15 programm stummañ war dachenn ar management hag ar c'henwerzh. Dindan beli Kambr kenwerzh ha greanterezh Brest emañ. Degemer a ra 750 studier bep bloaz, ul live bak, bak+2, bak+3, bak+4 pe bak+5 ganto. Kinnig a ra ivez ur programm stummadur dibaouez. Daou gampus a zo : e Brest hag e Gwened. An trede skol kenwerzh e Breizh emañ, war lerc'h Skol-Uhel Kenwerzh Roazhon ha dreist-holl Audencia Naoned.
Kretadennoù
kemmañAn diplom a zo anavezet gant Ministrerezh c'hall an deskadurezh uhel hag an enklask. Reiñ a ra al live Master. Ezel eo eus meur a aozadur ha kretadenn :
- Kuzuliadeg ar Skolioù Bras
- an FNEGE (Fondation nationale pour l'enseignement de la gestion des entreprises)
- Produet e Breizh
- an European foundation for management development (EFMD)
- an EISB (Entrepreneurship, Innovation and Small Business)
- an Association to Advance Collegiate Schools of Business (AACSB)
- ar CREPUQ (Conférence des recteurs et de principaux des universités du Québec)
- ar CLADEA (Consejo latinoamericano de escuellas de administration)
- ar PRME (Principles for responsible management education)
Kevredigezhioù pennañ ar skol
kemmañ- Burev ar skolidi (BDE)
- Burev ar sportoù (BDS)
- Burev an arzoù (BDA)
- ESCale
- International Student's Association
- Humassoc
- Sup Market
Programmoù
kemmañUr stummadur hollek e management a zo roet da gentañ, er bloaz diwezhañ eo dibabet un dachenn resis. E galleg ha saozneg e vez roet ar c'hentelioù. Ur staj 6 miz en estrenvro a zo ret da bep studier ober.
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) (en) (si) (es) Lec'hienn ofisiel