Skoroù treuzkas
Evit lakaat ar roadennoù da redek eus un drobarzhell d'unan all e-barzh ur rouedad stlennegel e ranker ober gant skoroù treuzkas. Gant ur savboent alvezel, e kennasker un drobarzhell ouzh ur rouedad stlennegel oc'h ober gant un elfenn e vez graet neuze skor d'ar stlenn anezhi.
Meur a rizh skoroù treuzkas e c'heller ober gante. Ar perzhioù a ren an dibab a zo :
- Ar c'houst
- Tizh treuzkas e fell dimp ober gantañ
- An endro e vint diazezet ennañ
- An eeunded d'o lakaat da dalvezout ha d'an diorren
Ar bann drafet a zo ar forc'had etre an talmoù uhelañ hag ar re izelañ e c'heller ober gante. An termen-se a servij ivez da envel an tizh treuzkas pe ar c'has treankañ (ar stlenngas) e-barzh ur skor treuzkas.
Ar re wedennet (pe plezhet)
kemmañAn hini e vez graet ar muiañ gantañ eo. Div orjalenn wedennet gouevr gwarezet gant ur c'holoenn disfu a c'honn anezhe a zo oc'h ober ur re. Meur a hini a c'hell ur fun bezañ enni. Aezet tre e vez ober gante.
Pevar rizh funioù gant reoù gwedennet a zo :
- Ar re wedennet nann houarnet (Unshielded Twisted Pair - UTP)
- Ar re wedennet houarnet gant ur blezhenn vetal (Shielded Twisted Pai - STP)
- Ar re wedennet houarnet gant ur follenn aluminiom (Foiled Twisted Pair - FTP)
- Ar re wedennet houarnet gant ur blezhenn vetal hag ur follenn aluminiom (Shielded Foiled Twisted Pair - SFTP)
An hini ar muiañ arveret er rouedadoù load a zo an UTP. Peurliesañ e vez implijet ar funioù UTP gant an trevnadoù pellgomz. Kenstaget e vezont er savadurioù bremañ da aveiñ ar re ziwezhañ-mañ gant ar pellgomz. Hogen e rank ar funiegezh doujañ ouzh naouusterioù ar rouedadoù stlennegel (ar gweadur peurgetket) da ziogelañ perzh an treuzkas.
Kizidig kenañ eo ar rizh-se fun ouzh an daremougoù : arhentoù oc'h en em veskañ dre-benn da reoù wedennet all o vezañ re dost oute. An houarnadurioù a c'hell diogelañ perzh an arhentoù a red e-barzh ar funioù hag e c'hellont aotren da uhelaat tizhioù an treankañ ha da vuiañ hirder ar funioù.
An uc'hegenn a hirder evit ur fun reoù gwedennet a zo 100 metr.
Ar c'hennaskerioù
kemmañMeur a rizh kennaskerioù a vez arveret gant ar funioù reoù gwedennet :
- RJ-11, fun evit ar pellgomz gant 2 re wedennet
- RJ-14, fun evit ar pellgomz gant 3 re wedennet
- RJ-45, fun evit ar rouedadoù stlennegel gant 4 re wedennet
Ar rummennoù
kemmañRummennoù despizet evit ar funioù UTP gant an "Electronic Industries Association and Telecommunication Industries Association - EIA/TIA" :
Rummenn | Aroueziadurioù | Rizh roadennoù |
---|---|---|
1 | Fun pellgomz UTP henvoazel | mouezioù |
2 | UTP gant 4 re a c'hell treuzkas betek 4 Mbit/e | roadennoù |
3 | UTP gant 4 re 3 gweadur dre droad a c'hell treuzkas betek 10 Mbit/e | roadennoù |
4 | UTP gant 4 re a c'hell treuzkas betek 16 Mbit/e | " |
5 | UTP gant 4 re a c'hell treuzkas betek 100Mbit/e | roadennoù |
Feur ar fun a gresk eus ar rummenn 1 d'ar rummenn 5. Pep parzh a c'ha d'ober organoù ar rouedad a ranko galloud ober gant an hevelep kas hag an hevelep destrizhoù. Da skouer, gant funioù rummenn 5 e ranker ober gant parzhioù testeniet a rummenn 5.
Ar fun gevahel
kemmañFrammet eo ar fun-se gant un neudenn gouevr gronnet gant un disfuer hag un eil reüser neudennoù kouever plezhet anezhañ. Ur gouin plastik a c'ha d'ober ur gwarezadur treloc'hel ha tredanel evit an trevnad.
Rizhioù
kemmañDaou rizh a zo :
- Kevahel fetis (12 mm treuzkiz) a vez anvet ivez Ethernet tev (Thick Ethernet)
- Kevahel fin (6 mm treuzkiz) a vez anvet ivez Ethernet fin (Thinnet)
Betek 500 metr a hirder e c'hell ur fun gevahel fetis bezañ. Neuze e vezont arveret evel "livennoù-kein" da gennaskañ div lec'hienn (pe load) kenetreze.
Betek 185 metr e c'hell ur fun gevahel fin muzuliañ.
Kevaraezañ a ra ar funioù kevahel d'ober gant tizhioù betek 10 Mbde (Mega bit dre eilenn)
Kennasker
kemmañKennasket e vez ar funioù-se gant kennaskerioù BNC (British Naval Connector). Nemet un adeiladezh "bus" a c'hell bezañ arveret gant ar funioù-se (pep trobarzhell a zo kennasket an eil gant egile a-steud). Ur stouv difin a rank bezañ lakaet e pennoù an amred da herzel ouzh an arhentoù da hekleviñ en e varzh.
Ar funioù-se ne vez ket implijet kalz ken hag int diamzeret bremañ. Ne glotont ket ken gant ezhommoù ar rouedadoù arnevez hag int erlec'hiet gant ar funioù reoù gwedennet e vez kinniget gant ar re se un doare plaenoc'h da gennaskañ trobarzhelloù e-barzh ur rouedad.
Al luc'hedañv
kemmañFrammet eo gant un neudenn e c'hell ar gouloù redek en he barzh (e gwer pe e plastik) fin tre (un treuzkiz a 10 µm). Roadennoù niverel eo e vez treuzdouget ganti dindan stumm luc'hskogoù (loc'hadurioù gouloù) gouluset. Un diod laser eo ec'h ec'hod (e kas) al luc'harhent a vez paket er penn all gant ul luc'hdiod a dreuzfeurm an arhent en un tredanarhent.
Ouzhpenn e c'heller ober gant ur c'has treankañ (pe tizh treuzkas) fonnusoc'h, betek 200 Gbde (Giga bit dre eilenn) ha war un hiroc'h a hed, betek 2000 metr evit ur grennenn.
Hogen muioc'h pismigus e vez sternañ ar fun-se hag e ranker kaout ur varregezh a-zoare d'hen ober. Ur c'hennaskadur fall a c'hellfe herzel ouzh ar gouloù da redek gant ar fun hag ober ma vefe kollet an arhent.
Daou rizh luc'hedañv a zo :
- Al luc'hedañv unvod (un arhent nemetken a vez o redek en edañv izel e dreuzkiz, etre 2 ha 8 µm evit an neudenn)
- Al luc'hedañv liesmod (lies luc'harhent a vez o redek en un edañv stankoc'h e dreuzkiz, eus 50 da 125 µm).