Skramm strinkennoù liñvel


Diazezet eo ar galvezouriezh SSL pe LCD (Liquid Crystal display) war ur skramm kediet gant div blakenn genstur c'haranet dreuzwelus had erduet da 90° an eil ouzh eben. Etre an div blakenn-mañ eo desezet ul livad (pe gwiskad treut) liñvenn oc'h enderc'hel molekulennoù (ar strinkennoù liñvel). Ar perzh o deus ar molekulennoù-se d'en em erduañ pa vezont stadekaet d'un tredanvarr.

Skramm strinkennoù liñvel
Iskevrennad eusflat-panel display Kemmañ
Manifestation ofLCD technology Kemmañ
A implijliquid crystal Kemmañ

Kenaozet gant un tarzh gouloù e vez an blakenn gentañ rizennet oc'h ober evel ur sil bleinekaat. Houmañ a vez o lakaat da dremen parzhioù ar gouloù a zo o luskellad kenstur ouzh garanoù dezhi.

Pa ne vez ket tredan e vez harzet ar gouloù gant an eil blakenn a ra evel ur sil bleinekaat diaserzh.

Dindan efed un tredanvarr e vo ar strinkennoù o vont d'en em steudañ gant ster an tredanvaez hag e c'hello neuze ar gouloù treuziñ an eil blakenn.

O lankañ ent lec'hel erduañ ar strinkennoù e c'heller sevel pikseloù.

Hervez ar reizhiad lankañ implijet da vleinekaat ar strinkennoù e c'heller menegiñ daou rizh a skrammoù LCD :

  • Ar skrammoù LCD oged gousañvat. Lanket e vez ar pikseloù dre bannoù ha rezoù gant parzhioù treuzwelus kevanaet er blakenn. Bez 'vez ar piksel oc'h enaouiñ pa vez enneget hag oc'h en em lazhañ etre daou skubelladur. Arveret e vez gante an deknologiezh TN (Twisted Nematics).
  • Ar skrammoù LCD oged oberiat : pep piksel a vez lanket ent hiniennel gant ar galvezouriezh-se. An deknologiezh arveret gant ar skrammoù-mañ a zo hini TFT (Thin Film Transistor). Lanket e vez pep piksel gant tri zransistor (unan evit pep liv diazez - ruz, gwer, glaz). An transistor koublet gant pep piksel a c'hell kadaviñ e stad ha rag-se kenderc'hel d'e lakaat enaouiñ hervez an ezhomm etre daou skubelladur diaser.

Arouezadurioù ar skrammoù LCD

kemmañ
  • An despizadur : niver a bikseloù e c'hell ur skramm gwereañ eo. Gavaelet peurliesañ etre 640 x 480 ha 1600 x 1200.
  • Ar ment : treuzvegenn ar skramm eo dewerzhet e meutadoù (2,54 cm). E-gizh-se e c'heller komz eus skrammoù 15", 17" pe 19".
  • An diarunusted : niver a bikseloù dre werzh c'horread eo (piksel dre meutad linnennek pe DPI - Dots per Inch).
  • An amzer respont : despizet gant ar reolad etrebroadel ISO 13406 - 2. Ar badelezh rekis da lakaat ur piksel da dremen eus ar gwen d'an du hag en-dro d'ar gwen eo. Seul bihanoc'h e vez seul gwelloc'h eo. Un amzer respont a 8 me (mili eilenn) a zo brav a-walc'h er c'houlz-mañ (e 2006).
  • Ar sked : dewerzhet e kandela dre vetr karez ( ) e ro an tu da anavezout lintr ar skramm. Ent reol e vez kavet evit ar skrammoù bremañ ur sked a 250  .