Skynet (Terminator)

Skynet zo ur speredegezh kalvezel niverennel diazez e bed ar Frañchiz Terminator. Bez eo enebour daonet an denelezh o klask lazhadegañ Mab-Den. Ne vez ket gwelet alies Skynet er frañchiz, Skynet a zo ur program niverennel deuet da vezañ emren hag a zo en em ledet e milionoù a urzhiataerezhioù dre ar bed; dre-se ez eo deuet da vzañ galloudus kalz muioc'h evit na oa e posublderioù diazez. Krouerien Skynet o deus klasket talañ outañ en aner. Evit dreistbevañ, Skynet en deus kroget da lazhadegañ an denelezh. Implijet e vez gant Skynet an holl objedoù niverennel a zeu da vezañ ul lodenn esu ar rouedad. Goude bezañ bannet misiloù nukleel e-pad an Judgment Day, Skynet a implijo hag a grouo robotoù lies evit lazhañ peurrest an denelezh: dronoù, mekanikoù brezel, android ha cyborg (dreist-holl doare Terminator), ha kement program urzhiataer posubl.

Skynet
teknologiezh faltaziek, fictional artificial intelligence, action film character, comics character, fictional computer
Anv e yezh-vamm an denSkyNet Kemmañ
Krouet gantJames Cameron Kemmañ
Dezerc’herHelena Bonham Carter, Matt Smith Kemmañ
Present in workTerminator Kemmañ
A denn da ved ar faltazibed Terminator Kemmañ
ManufacturerCyberdyne Systems Kemmañ
EnemyJohn Connor, Marcus Wright, Kyle Reese, Sarah Connor Kemmañ
Media franchiseTerminator Kemmañ
Logo Skynet Research

Skynet a soñj e vez ret dezhañ difenn ar bed evel ma z'eo bet urzhiet dezhañ met evit dont a-benn e vez ret lazhañ an holl dud.

Skynet a zo bet gwelet evit ar wech kentañ ouzh ur skramm er film Terminator Salvation embannet e 2009. Dremm an aktourezh saoz Helena Bonham Carter eo a voe implijet. Ur wech e voe tu gwelet Skynet en un doare gwirion, er film Terminator Genesys embannet e 2015, c'hoariet e oa gant an aktour saoz Matt Smith ha gant stumm un Terminator T-5000.

A-raok an Judgment Day kemmañ

Skynet zo ur speredegezh kalvezel niverennel savet gant an United States Armed Forces evit gwellaat difennerezh ar vro. Savet eo bet gant miles Bennett Dyson hag e skipailh skiantourien. Skynet a oa bet savet evel ur sistem spiañ ha kelaouiñ liammet gant nerzhioù difenn Stadoù-Unanet Amerika. E-penn an holl teknologiezhoù difenn betek ar c'hirri-nij Northrop Grumman B-2 hag ar misiloù nukleel stadunanat. Pal krouidigezh Skynet a oa da reiñ lamm d'ur c'hwitadennoù denel posubl.