Ar Snooker zo ur c'hoari a-orin eus Bro-Saoz ha diorroet e fin an XIXvet kantved, kar-tost d'ar bilhard.

A-raok kregiñ.

An daol: 3,57 m x 1,78 m - gant 6 “godell” (gwelet foto, lodennoù melen)

Ar bouloùigoù: unan wenn (a vez skoet gant beg ur vazh, anvet cue stick pe cue);
ruz (15 anezho): 1 poent; melen: 2 pt; gwer: 3 pt; rous: 4 pt; glas: 5 pt; roz: 6 pt; du: 7 pt.

Ar pal: merkañ muioc'h a boentoù eget en eneber en ur gas ar bouloùigoù (unan ruz hag unan liv all a bep eil) er godelloù.