Sofía "La Negra" Bozán a oa anv-micher María Sofía Isabel Bergero (1904-1958), ur ganerez hag aktourez arc'hantinat. Brudet e voe evel kanerez tango adal hec'h 20 vloaz. Labourat a reas en Teatro Maipo entre 1934 ha 1954. Lesanvet e oa "El alma del Maipo".

Sofía "La Negra" Bozán

Kregiñ a reas gant he micher arzel er c'hoariva adal 1925 hag er sinema en 1930 er film Las luces de Buenos Aires gant Carlos Gardel, ha ken brudet ha ken brudet e oant. Gwelet eo bet en un tregont film, en o zouez Puerto Nuevo e 1936, Loco lindo e 1937, Muchachas que estudian e 1939. Kanañ a ra er filmoù tango Arriba el telón hag El patio de la morocha en 1951.

En 1931 e reas un veaj da Europa, ma kanas en Teatro de la Zarzuela e Madrid hag er Palace en Pariz. brudet eo an tangoioù a milongaoù a gane : evel Yira yira, savet gant Enrique Santos Discépolo, Canillita pe Qué querés con ese loro.

Mervel a reas gant ar c'hrign-bev en 1958, pa ne oa nemet 53 bloaz. Beziet eo e bered ar Chacarita, e Panteon an Asociación Argentina de Actores.

Keniterv e oa d'an aktourez Olinda Bozán ha d'he c'hoarezed korollerezed Haydée Bozán hag Elena Bozán.

Kanerez

kemmañ

En em ginnig a ra en ur milonga evel-hen:

Yo soy Sofía Bozán[1]
yo canto porque lo siento
mi pelo lo peina el viento
y me gusta el bataclán
Si quieren verle la hilacha
A mi estirpe de tanguera
No me venga con guarachas
A mi me gusta el Gotán

Filmoù

kemmañ
  1. https://www.youtube.com/watch?v=gkFUsBwbLBk