Sofia Minsk
Sofia Minsk pe Sofia Polotsk (war-dro 1140 – 1198), a oa ur briñsez polonat, merc'h da Richeza Pologn ( Ryksa Bolesławówna e poloneg, Rikissa Burislevsdotter e svedeg ; 1116 – 1156), a oa rouanez Sveden, hag a zimezas da un den anvet "Valador", roue e Pologn, met n'ouzer ket resis piv e oa he zad.
He dimezioù
kemmañTeir gwech e timezas. Da eil e oa d'ar roue Valdemar Iañ Danmark ma teuas da vout rouanez Danmark, priñsez Minsk, ha landgravez Turingia.
Sophia a oa hanterc'hoar da Knut V Danmark. Goude eured he mamm da roue Sveden ez eas ganti da chom da Sveden ha savet e voe e lez he bro nevez. Dimezet e voe da Valdemar en 1154, da siellañ un emglev etre Danmark ha Sveden.
Brudet e oa davezañ kenedek, rok ha kriz.
He bugale
kemmañGant Valdemar Iañ Danmark (war-dro 1131–1182), he doe:
- Knut VI Danmark (1163–1202)
- Valdemar II Danmark (1170–1241)
- Sophia (1159 –1208), dimezet da Siegfried III, Count of Orlamünde
- Margaret ha Maria, leanezed e Roskilde
- Richeza Danmark (marvet e 1220), a zimezas da Erik X Sveden
- Helen (marvet e 1233),dimezet da William, Duke of Brunswick-Luneburg
- Ingeborg Danmark (1175–1236), dimezet d'ar roue gall Fulup II an Aogust a vac'has anezhi kerkent ha dimezet dezhi.