Sognefjord
Ar Sognefjord zo ur fjord e Norvegia, e kontelezh (fylke) Sogn og Fjordane.
Gant e 204 kilometr hed ez eo ar fjord brasañ e Norvegia hag en Europa, ha gant e 1 308 metr donder ez eo an hini donañ er bed a-bezh. Meur a vrec'h vihan zo, evel an Aurlandsfjord, al Lustrafjord hag an Nærøyfjord. Emañ genoù ar Sognefjord war-dro 70 km en hanternoz da gêr Bergen, hag en em astenn a ra e diabarzh an douaroù a-hed 204 km. Ar vrec'henn bennañ, ar Sognefjord e-unan, zo war-dro 5 km a led dezhi. Ar menezioù a gaver en-dro d'ar Sognefjord a c'hall kaout ouzhpenn 1 000 metr a uhelder.
Gant ar c'haer m'eo ar Sognefjord e teu touristed a-vern d'al lodenn-se eus Norvegia, ha war an touristerezh eo diazezet armerzh ar c'hornad evit ul lodenn vat.