Sonny Boy Williamson Iañ

John Lee Curtis "Sonny Boy" Williamson (19141948) a oa ur soner harmonika ha kaner-sonaozer stadunanat.
Enrollañ a reas un toullad mat a bladennoù a-raok an Eil Brezel-bed gant Bluebird Records. Brudet e oa gant Good Morning, School Girl, Sugar Mama, Early in the Morning ha Stop Breaking Down. Levezoniñ a reas Muddy Waters.

Ur soner all, Aleck "Rice" Miller, a sonas dindan e anv, Sonny Boy Williamson, adalek 1940, ha dreist-holl goude e varv, ha ken ar fin e veze graet Sonny Boy Williamson I eus John Lee Williamson, pe the original Sonny Boy.

Liammoù diavaez kemmañ