Sonora Island (British Columbia)
Enez Sonora, pe Sonora Island zo unan eus an Inizi Discovery, e British Columbia.
Istor
kemmañDont a rafe an anv spagnolek-se eus hini ul lestr spagnat, deuet eus Bro-Vec'hiko, a eas d'ober ur veaj da zizoleiñ Meurvor Habask an hanternoz e 1775. Daou lestr a oa: ar Santiago, gourc'hemennet gant Bruno de Heceta, ha Sonora (la Señora), gourc'hemennet gant e letanant Juan Francisco de la Bodega y Quadra.
Mervel a reas un nebeud matoloded, ha divizout a reas Hezeta mont war e giz da Vec'hiko met Bodega y Quadra a nac'has mont d'e heul hep bezañ echuet e labour: klask pelec'h e oa ar Rused. Kenderc'hel a reas war-du an hanternoz eta, betek Sitka, en Alaska.
Iskis eo gwelout meskañ an anvioù Sonora ha hini ofisiel al lestr, Nuestra Señora de Guadalupe (ar Señora, da lavarout eo an Itron Varia). Gallout a rafe al listri bezañ deuet eus Sonora ar vro a vo stad diwezhatoc'h, kenkoulz all.
Gwelet ivez
kemmañPennad kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Sonora Island