Soroa zo ul lec'h e Cuba, e proviñs Pinar del Río, brudet abalamour d'al lamm-dour anvet Salto de Soroa, ha d'al liorzh a zo nepell gant orkide kaer enni. War-hed ur 76 km er c'hornôg da La Habana emañ. Un Hotel Salto Soroa zo eno ivez. Un hent-maez eus ar gourhent a ya eus La Habana betek Pinar del Rio zo 10km pelloc'h, war-du ar c'hreisteiz.

Salto de Soroa

kemmañ

Ar Salto de Soroa a zo 20m donder anezhañ. Dindan an lamm-dour e kaver ur poull-dour naturel a c'haller neuiñ ennañ. Dindan glasvez stank emañ al lamm-dour, hag e tizher anezhañ dre dremen un hent betonet evit an droadeien. Ar poull-dour a vez tizhet dre ziskenn skalieroù, hag a-benn mont kuit e ranker pignat en-dro.

Salto de Soroa

Unter dem Wasserfall

Al liorzh orkide

kemmañ

Gant an divroad kanariat Tomás Felipe Camacho e voe savet liorzh an orkide, enni ouzhpenn 700 spesad eus ar bed a-bezh, hag en o zouez spesadoù rouez evel orkideenn labous ar baradoz pe c'hoazh hini Flor de San Pedro.

Sed an orkide a c'haller gwelout el liorzh :

Gwel kaer Mirador de Soroa

kemmañ

Ar gwel kaer anvet "El Mirador de Soroa" a dizher goude bezañ baleet 2 gm pelloc'h, war an uhel. Mirador

Liamm diavaez

kemmañ