Soudardezed an Israel Defense Forces

Soudardezed an Israel Defense Forces zo maouezed o servijout e nerzhioù lu an Israel Defense Forces (hebreek: Tsva ha-Hagana le-Yisra'el). Israel a zo e-touez an nebeud broioù ma'z eus ur c'hoñje ret kement evit ar baotred hag ar merc'hed.

Hervez an IDF, 535 soudardez a zo marvet er stourm etre 1962-2016 (ne vez ket kemeret e kont a-benn neuze ar maouezed aet da anaon e servij Israel a-raok 1962). Ar maouezed o devoa kemeret perzh e difenn Israel a-raok ma vefe eus ar vro ent-ofisiel ha kendalc'het goude 1948. E-tro 20% eus nerzhioù difenn Israeli a oa maouezed e 1948Er bloavezh 2011 e oa 33% maouezed eus an hollad soudarded ha 51% anezho o vezañ ofiserezed. Adkavet e vez anezho e rolloù disheñvel en nerzhioù douar, mor ha nij.

E 200 e oa bet embannet ul lezenn war ar servij soudard hag ar gevatalded merc'hed ha paotred. Embannet e oa bet gant al lezenn "Ar gwir evit ar maouezed da servij en holl bostoù a zo en IDF gant ar memes gwirioù evit ar baotred." Hiziv-an deiz etre 88% ha 92% eus an holl gargoù en IDF a zo digor d'ar maouezed, e 69% eus an holl bostoù e kaver merc'hed.

Betek 2001 ar maouezed degemeret el lu IDF a oa kaset er c'horfad maouezed, brudet dre ar berradur CHEN. Goude pemp sizhun gourdonañ diazez e c'hallent servijout evel implijiadezed burev, blenierezed, labourerezed war an armoù, infirmiourezed, labourerezed er radio, diwallerezed an nijoù, sekretourezed an ofiserien uhel, ha stummerezed.

Implij er propaganda kemmañ

 
Ur soudardez lakaet war-raok o sikour trevourien e-pad ur gourdonadenn.

Implijet e vez skeudenn ar soudardezed en IDF evit brudañ stourmoù Israel ha reiñ ur sell gwelloc'h eus nerzhioù lu Israel. E-leizh a fotoioù anezho a vez kavet e keleier ha lec'hiennoù ofisiel Israel. Gouarnamant ha nerzhioù lu Israel a zo chalet bras pa vez lazhet lod eus ar soudardezed pe pa vezont prizoniet gant enebourien ar vro.

Droukskouerioù kemmañ

Kudennoù a zo savet dre emzalc'h lod eus soudardezed Tsahal:

  • Skeudennoù damhudur lakaet war rouedadoù sokial[1]
  • Skeudennoù eus soudardezed o poziñ gant prizonidi palestinian[2]

Skeudennoù kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ