Sous-sus
E barrez klasel e implijer an termen sous-sus hervez ar Skol Cecchetti pe sus-sous er Skol c'hall hag er Skol rusek evit deskrivañ un emstumm kroget peurliesañ adalek ar pempvet emstumm ma sav an dañser(ez) en pointe pe en demi-pointe gant an eil troad stok ouzh egile ha kroaziet an ibiloù en ur pempvet emstumm relevé strizh-tre.
Bez' e c'hell bezañ kaset da-benn hep fiñval, pe c'hoazh en ur vont war-raok, war-gil pe a-gostez.
Pa bleustrer ouzh ar barre da heul ar pleustradennoù plié e talvez evit emdommañ evit kregiñ gant plesutradennoù en pointe.