« Speak white » (komzit gwenn) a oa ur gomz saoznek taolet gant ar vistri d'o sklaved e SUA, da reiñ urzh dezho da gomz saozneg, evel o mistri, .

E Kanada, ha dreist-holl e Kebek, e veze implijet a-enep ar re a grede komz galleg dirak an holl, un doare da zegas da soñj piv e oa ar sklaved ha piv ar vistri.

D'an 12 a viz Here 1889, e Breujoù Kanada, e komzas ar c'hannad Henri Bourassa hag an hu warnañ gant ar saoznegerien. Klask a reas displegañ e soñj e galleg, ha huchet e voe warnañ : « Speak White ! »

E miz Here 1968 e voe savet ur barzhoneg gallek (ennañ frazennoù saoznek) gant Michèle Lalonde hag a oa anvet Speak white.

Pennad kar kemmañ