Spitzkoppe
Ar Spitzkoppe (un anv alamanek, hag a dalvez kement ha "kern vegek") zo un doare menez, ur bern reier bras kentoc'h, etre Usakos ha Swakopmund e Dezerzh Namib, e Namibia. Reier greunit int, dezho ouzhpenn 120 milion a vloavezhioù, hag a sav a-greiz-holl diwar an tro-war-dro gwall blaen. Tapout a reont 1 784 metr a-us live ar mor, ur 700 metr bennak uheloc'h eget an dezerzh tro-dro. Un eil kern zo, anvet Little Spitzkoppe, hag a dap 1 584 metr a uhelder.
Livadurioù graet gant tud eus ar bobl San a weler war lod eus ar reier. En tolead-se e oa bet filmet lod eus skeudennoù 2001: A Space Odyssey.