Ur pennad Itata zo ivez.

Ar stêr Itata zo ur stêr e Chile, e-kreiz ar vro, hag a red eus an Andoù d'ar Meurvor Habask dre rannvro ar Biobío. 180 km hed zo dezhi ha 11 385 km² eo gorread he dourva.
C'hoarvezout a ra ar río Itata eus kember ar stêrioù Cholguán ha Huépil.

Pont Ñipas war ar stêr Itata

Treuziñ a ra kumunioù Yungay, Cabrero, Pemuco, Bulnes, Quillón, Ñipas, Portezuelo, Coelemu ha Treguaco.

Aberiñ a ra e Vegas del Itata.

Adstêrioù

kemmañ

Ar stêrioù Diguillín ha Ñuble eo hec'h adstêrioù brasañ.