Ar stêr Machno zo ur stêr e hanternoz Kembre, adstêr d'ar stêr Conwy.

Afon Machno

Eieniñ a ra e lodenn uhelañ Cwm Penmachno, ma'z eus kalz gwazhioù-dour o tiskenn eus ar menezioù er reter da v-Blaenau Ffestiniog. Redek a ra war-zu ar biz, dre gêriadenn Penmachno, ma kej gant ar stêr Glasgwm, tremen goude dindan ur "Pont Rufeinig" ("pont roman", hogen n'eo ket ken kozh-se e gwirionez) ha kemberiñ gant ar stêr Conwy, un tammig er c'hreisteiz da v-Betws y Coed.

Eus anv ar stêr-se e teu anv ar gumuniezh Bro Machno.