Río Percey
(Adkaset eus Stêr Percey)
Ur pennad Percey zo ivez.
Ar Río Percey, pe Percy, zo ur stêr eus Arc'hantina, e proviñs Chubut en Patagonia Arc'hantina.
Treuziñ a ra ar Valle 16 de Octubre, war lez kêr Trevelin, adstêr d'ar stêr Corintos, ul lev hanter a-raok kember ar stêr Corintos hag ar stêr Futaleufú, izeloc'h eget ar stankell-lenn Amutui Quimei.
Anvet e voe ar Río Percey diwar anv ar C'hembread Percy Wharton, eus an drevadenn Colonia 16 de Octubre, hag ac'h eas goude da SUA .