Stagell isurzhiañ
Stagell isurzhiañ (distagañ izurzhiañ) a vez graet eus ar gerioù a liamm un islavarenn ouzh ar bennlavarenn.
En un doare strizh e konter teir stagell isurzhiañ:
- mar (isurzhiañ)
- ma
- pa
En un doare ledanoc'h e konter ivez:
- e, stagell an islavarenn diskuliañ
- a, stagell an islavarenn-stag, pe islavarenn anv-gwan,
- aba, savet diwar pa, nebeut implijet
En un doare ledanoc'h c'hoazh e konter ivez:
- peogwir (peogwir e, e gwirionez)
- an holl troiennoù isurzhiañ savet gant un araogenn (peurvuiañ) lakaet dirak ma: e-lec'h ma, e-keit ma, evit ma, hag un toullad mat a re all.